Warning
-
WORD Research this...Apokalipsi 3
- 1 Skriv da ael Iliz Sardiz: Setu ar pezh a lavar an hini en deus seizh spered Doue hag ar seizh steredenn: Anavezout a ran da oberoù, ar vrud ac'h eus da vezañ bev met marv out.
- 2 Bez evezhiek ha kreñva ar pezh a chom hag a ya da vervel, rak ne'm eus ket kavet da oberoù peurvat dirak Doue.
- 3 Az pez soñj eta eus ar pezh ac'h eus resevet ha klevet, mir anezhañ hag az pez keuz. Ma ne veilhez ket, dont a rin da'z kavout evel ul laer, ha ne ouezi ket da bet eur e teuin da'z kavout.
- 4 Bez' ec'h eus koulskoude e Sardiz un nebeud tud n'o deus ket saotret o dilhad. Int a gerzho ganin e gwiskamantoù gwenn o vezañ ma'z int dellezek.
- 5 An hini a drec'ho a vo gwisket gant dilhad gwenn, ne lamin ket e anv eus al levr a vuhez, hag ec'h anzavin e anv dirak va Zad ha dirak e aeled.
- 6 An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù.
- 7 Skriv da ael Iliz Filadelfia: Setu ar pezh a lavar ar Sant, ar Gwirion, an hini en deus alc'houez David, an hini a zigor ha den ne serr, hag an hini a serr ha den ne zigor:
- 8 Anavezout a ran da oberoù. Setu, digoret em eus un nor dirazout ha den ne c'hell he serriñ, dre ma ec'h eus bet nebeut a nerzh, ma ec'h eus miret va ger ha ma ne'c'h eus ket nac'het va anv.
- 9 Setu, e roin dit reoù eus sinagogenn Satan, en em lavar Yuzevien ha n'int ket met a lavar gevier. Setu, me a lakaio anezho da zont evit ma taoulinint da'z treid ha ma ouezint penaos em eus da garet.
- 10 Abalamour ma ec'h eus miret ger va dalc'husted, me va-unan a viro ac'hanout en eur an temptadur a dle dont war ar bed holl evit amprouiñ ar re a chom war an douar.
- 11 Setu, dont a ran prest. Dalc'h start ar pezh ac'h eus evit na gemero den da gurunenn.
- 12 Gant an hini a drec'ho e rin ur peul e templ va Doue ha ne yelo ken er-maez. Skrivañ a rin warnañ anv va Doue, hag anv kêr va Doue, ar Jeruzalem nevez a ziskenn eus an neñv eus kichen va Doue, ha va anv nevez.
- 13 An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù.
- 14 Skriv da ael Iliz Laodikea: Setu ar pezh a lavar an Amen, an test feal ha gwirion, ar penn-kentañ eus krouidigezh Doue:
- 15 Anavezout a ran da oberoù. Gouzout a ran n'out na yen na tomm. O, Ma vijes bet yen pe tomm!
- 16 Evel-se, dre ma'z out klouar na yen na tomm, e c'hwedin ac'hanout eus va genoù.
- 17 Rak e lavarez: Me a zo pinvidik, en em binvidikaet on ha ne'm eus ezhomm a netra, ha n'anavezez ket out gwalleürus, truezus, paour, dall hag en noazh,
- 18 aliañ a ran ac'hanout da brenañ diganin aour amprouet dre an tan evit dont da vezañ pinvidik, ha dilhad gwenn evit bezañ gwisket ha chom hep diskouez ar vezh eus da noazhder, ha louzoù da oleviñ da zaoulagad evit ma weli.
- 19 Tamall ha kastizañ a ran ar re holl a garan. Az pez gred eta ha keuz.
- 20 Setu, en em zalc'han ouzh an nor hag e skoan. Mar klev unan bennak va mouezh ha mar digor an nor, ez in en e di, hag e koagnin gantañ hag eñ ganin.
- 21 An hini a drec'ho, me a lakaio anezhañ da azezañ ganin war va zron, evel ma em eus trec'het ha ma'z on azezet gant va Zad war e dron.
- 22 An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
-
Active Persistent Session:
To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.
How This All Works
Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.
However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.
Please Keep Your Favourite Verse Private
Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.
The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.
-
Loading...
-
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.